Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

Mary Read (war-dro 1690–1721) a oa ur vorlaerez saoz brudet.
Mary Read a oa bet ganet en Devon e dibenn ar XVIIvet kantved. Pa varvas he breur henañ Willy e krogas he mamm (intañvez ur c’habiten) da wiskañ anezhi evel ur paotr a-benn kenderc’hel da resev arc’hant a-berzh mamm-gozh Mary rak fellout a rae d’ar vamm-gozh reiñ hec’h arc’hant d’he mab-bihan henañ). Mary a voe mevel da gentañ ha goude-se e labouras e bourzh ur vag hag ez eas d’an arme. Eno e kejas ouzh ur marichal al lojeiz hag e timezas gantañ. Un ostaleri a savjont asambles e Breda en Izelvroioù. Goude pevar bloaz e varvas gwaz Mary hag e voe serret an ostaleri.
Mary a zeuas a-benn da lakaat krediñ e oa ur paotr bepred, hag e savas e bourzh ur vag kenwerzh izelvroat dindan an anv Mark Read. Preizhet e voe ar vag gant ur vagad morlaeron a Vro-Saoz. Hervez lod e vije bet degemeret Mary ganto, hag o dije kaset anezhi betek New Providence en enezeg Bahamas.
E-pad ar veaj-se e kejas ouzh Jack Rackham hag ouzh Anne Bonny (ur vorlaerez hag a oa gwisket evel ur paotr ivez). Rackham a gemeras anezhi en e skipailh, dre ma soñje e oa ur paotr. Diwezhatoc’h e tizoloas e oa ur plac’h met degemer a reas anezhi.
E miz Here 1720 e kasas gouarnour Jamaika soudarded ar c‘habiten Barnet da dapout Jack Rackham hag e skipailh, ennañ Mary Read hag Anne Bonny. Mary hag Anne a voe heuget pa weljont e oa divarrek ar vorlaeron d’en em gannañ, gant ar mezv ma oant diwar ur c’horfad an derc’hent. Daou anezho a voe lazhet ganto o-div, ha gloazañ a rejont re all, Jack Rackham en o zouez. An emgann a badas un eur a-raok m’en em zaskorjas an div vaouez.
Harzet e voe an holl vorlaeron ha barnet da-heul. Ne voe ket kondaonet an div vaouez d’ar marv peogwir e lavarjont e oant dougerezed. Mary a gasas dibenn he buhez en toull-bac’h, ha mervel a reas eno abalamour d’ar derzhienn velen, pe marteze abalamour d’ur golladenn e miz Ebrel 1721. (muioc'h...)
Keleier

- 28 a viz Eost : marv eo ar roue Harald V (skeudenn) e Norvegia ; mont a ra e vab Haakon VIII da vezañ roue ar vro en e lec'h.
- 27 a viz Eost : marvet eo Ratko Mladić, un ofiser bet e penn arme ar Republika Srpska (Republik Serb, e Bosnia ha Herzegovina), e-pad Brezel Bosnia (1992-1996).
- 26 a viz Eost : dour-beuz war harzoù Nepal ha Tibet ; lazhet ez eus 939 den da nebeutañ ha 3900 all a zo dianket.
- 20 a viz Eost : dilennet eo Mirza Fakhrul Islam Alamgir da brezidant Bangladesh.
- 15 a viz Eost : ur c'hren-douar, 7,7 Mw e ampled, a c'hoarvez en enez Flores, en Indonezia.
- 13 a viz Eost : addilennet eo Hakainde Hichilema da brezidant Zambia.
- 12 a viz Eost : ur fallaenn heol a c'hoarvez ha steuziañ a ra gouloù an heol penn-da-benn en un darn eus Europa.
- 10 a viz Eost : 224 den da nebeutañ a zo lazhet en ur c'hren-douar e departamant Chocó e Kolombia.
- 7 a viz Eost : kadoriet eo Abelardo de la Espriella evel prezidant Kolombia.
- 3 a viz Eost : en Hungaria eo serret kreizenn nukleel nemeti ar vro, e Paks, abalamour m'eo erru re izel live an dour en Danav.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- Eus ar barzh kembreat Rhys ap Dafydd Llwyd ap Llywelyn Lygliw ne ouier netra nemet e anv ha chomet ez eus bet ur barzhoneg gantañ nemetken, unan karantez evit ur plac'h dianav.
- Olybrius marvet e 472 e oa bet diwezhañ Impalaer roman ar C'hornôg eus an dierniezh Teodosius.
- Ouzhpenn 890 loar a zo e koskoriad an Heol.
- Ar papigod a oa ur sport poblek e Breizh er Grennamzer.
- Marcel Callo a oa marvet e Kamp-bac'h Mauthausen d'an 19 a viz Meurzh 1945 d'an oad a 23 bloaz.
- Charlez VIII (1470-1498), roue Bro-C'hall ha pried kentañ Anna Breizh, a varvas goude bezañ skoet e benn en ur gourin, e kastell Amboise.
- Ar pizzaioù Margherita zo bet anvet en enor da Margherita di Savoia, rouanez Italia etre 1878 ha 1900.